Liorz ar yezhoù

Jorj Abherve-Gwegen

Aber
15 octobre 2016
Livre Broché 17 EUR 978-2-916845-34-0 Hegerz

Diverradenn

Un voyage littéraire sur la trace des langues rares de la planète et constitué de chroniques nourries par des articles de presse.

4e golo

Autre présentation

Liorzh ar yezhoù

Kantreadenn dre ar yezhoù

Goude ar veaj A-hed ar Panamericana, ez eo d'ur gantreadenn nevez eo kouviet al lenner gant Jorj Abherve-Gwegen : eus Afrika, kavell an denelezh, da Azia, goude tremen dre Europa hag Amerika. Kantreadenn divoas, pa 'z eo da heul ar yezhoù e valeer, yezhoù bihanniver peurvuiañ.

E lies kelaouenn eo, diouzh e lennadennoù, en deus pennaouet an aozer an ditouroù prizius a vag e oberenn. Yezhoù nebeut anavezet a zizoloer gant Liorzh ar Yezhoù, ha doareoù dibar a-wechoù bet ijinet d'o lakaat da vleuniañ, ha pa ve en amveziadoù kaletañ.

Un dro a'r bed dic'hortoz eo Liorzh ar Yezhoù eta.

Anezhañ ur spered kurius a zen en deus klasket Jorj Abherve-Gwegen, a-viskoazh, dizoleiñ, dre e lennadennoù pe e veajoù, sevenadurioù nebeut anavezet. Heklev anezho a gaver en e destennoù bet embannet war gelaouennoù brezhonek.

Kenlabourer da Aber, en deus savet ingal enni abaoe 2010 ar pennadoù bodet el levr-mañ.