O kenderc’hel da verdeiñ hep cheñch hoc’h arventennoù e-keñver an toupinoù e asantit e vefe implijet toupinoù evit ober o mad eus ar servij « Ma dibab ».

Diwar-benn al lec’hienn



Frouezh ur c’henlabour etre Levrioù ha lennadennoù e Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg hag Electre eo al lec’hienn-mañ. Savet eo bet evit reiñ d’an holl da c’houzout petra ‘vez embannet e brezhoneg. Ne vez ket gwerzhet al levrioù war-eeun war al lec’hienn LENN. Evit prenañ al levrioù e c’hellit goulenn anezho digant ho levrdiour.

Levrioù ha Lennadennoù e Breizh

Un Diazezadur Publik a Genlabour Sevenadurel (DPSK) eo Levrioù ha lennadennoù e Breizh. Savet eo bet e 2008 gant Kuzul-rannvro Breizh, ar Stad, Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel ha Roazhon Meurgêr.

Kefridioù pennañ :

  • skorañ bezañs ar skrivañ a-vremañ e Breizh ;
  • lakaat brudadegoù war-sav evit al levrioù, al lenn hag al lennegezh war-zu ar boblañs hag al lennerien dibar;
  • muzuliañ hag ambroug emdroadurioù chadenn al levrioù (ijinerezh sevenadurel, arzoù al levrioù, lenn foran ha teuliaouiñ) ;
  • lakaat war-sav ha kenurziañ oberoù a genlabour, buheziñ ar rouedadoù war dachenn ar mirout, talvoudekaat ha skignañ an teulioù hag ar glad skrivet ha grafek.

Ofis Publik ar Brezhoneg

Un Diazezadur Publik a Genlabour Sevenadurel (DPKS) eo Ofis Publik ar Brezhoneg Savet eo bet gant ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger, kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel.

Kefridioù pennañ :

  • brudañ ar yezh ha skoazellañ anezhi d’en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh ;
  • lakaat da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra an Ofis Publik da frammañ diorroadur ar c’hinnig deskadurezh divyezhek peurgetket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat anezhi ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.

Electre

Gant Electre e kaver bodet anaoudegezh teir micher e gennad al levrioù :

  • Merañ metaroadennoù en ur ginnig servijoù levrlennadurel ha stlennegel harpet ouzh diaz Electre
  • Ur gelaouenn vicherel evit micherioù al levrioù gant magazin ha lec'hienn Livres Hebdo
  • An embann gant an Éditions du Cercle de la Librairie

Electre o produiñ Lec'hiennoù a denn da zanvez pe zanvez resis ha digor d'an holl a ginnig lakaat en a-raok ul lodenn eus ur c'hatolog pe ur c'hatalog en e bezh liammet ouzh un darvoud bennak pe un dalc'had levrioù, en ur bourchas un daveenniñ eus ar gwellañ war al luskerioù enklask, ne vern ar skor (poellgomzer, urzhiataer, tablezenn).

Gallet ez eus bet sevel al lec'hienn-mañ a-drugarez da skoazell arc'hant Kuzul-rannvro Breizh ha hini ar Penndileurierezh evit ar galleg ha yezhoù Frañs eus Ministrerezh ar sevenadur hag ar c'hehentiñ.