O kenderc’hel da verdeiñ hep cheñch hoc’h arventennoù e-keñver an toupinoù e asantit e vefe implijet toupinoù evit ober o mad eus ar servij « Ma dibab ».
Savet eo bet ar c'harned kanaouennoù-mañ gant ar soñj broudañ an dud da ganañ asambles, e forzh peseurt degouezh e vefe : e-pad ur pred familh, e-kerz ur veilhadeg.
Arabat lezel anezhañ da goshaat trankil war un estajerenn.
Kanit !
135 kanaouenn e-touez ar re anavezet ar gwellañ gant ar vugale, gant an dud gour, gant an dud war an oad.
Kanaouennoù a bep seurt a gaver amañ, berr pe hir, lod bet savet nevez 'zo, lod all bet skrivet pell 'zo.
Ul lec’hienn evit ar re a fell dezho lenn e brezhoneg
C'hoant da lenn e brezhoneg ? Donemat e LENN, ul lec'hienn divyezhek ho skoazello da zibab levrioù, kazetennoù ha kelaouennoù e brezhoneg... evidoc'h pe da brofañ !