Ha ma vehe ar moc'h-gouez a ziskouezhe an hent d'an dud ? Setu amañ un aliañs newez etre ar re wenn hag ar re zu ewid lakaad ar bed da droiñ a-fesson. Disorc'hoù "singularis" da ziskloumiñ kudennoù, ar c'hotaioù, al lisoù-hañvouez (pe hañvouez-kaoc'h), ar saverezhioù di-zouar, ar maïs... Pa oa bet raet ar gelloud d'ar moc'h doñv ged Jorj Orwell e oa re abred. A-c'houde, ged Kernobil, o deus gounidet ar moc'h, ar re c'houez ataw, skiant-prenet ha furnezh. Heuliomp o hentoù nos ewid gweled spessioù al labour-douar a-vremañ, ar c'hudennoù ekonomikel, an dilabour, an divroidigezh, ar c'hlask uraniom, ged un troc'had mad a fent hag a faltasi war-un-dro.
Kement'rall disoloet goude un arlu a ugent vloez bennag e-mesk ar Gatalanis. En o zouesk stourmerion an endro, ar c'hatalaneg, skolaerion "Bressola" da skwer, o tegass soñj dezañ ag ar yezh en doa komzet pa oa krouadur ha krenn-baotr. Kement'rall da zegass soñj dezañ ive ag e eontr Gwilham Ar Borgn, ur barzh labourer all, brudet e Bro Gwened.
Ha setu hon den en-dro e Seglian, er Vro Bourlet, éc'h embann "Oberennoù an evn-nos", é kemer perzh en un nebeud stourmoù : heni ar brezhoneg, heni an endro er gevredigezh "Kafebara-amanenn", é skriv e-barzh "Mil Bouton", da "Nekepell", da "Bobl Vreizh" hag é c'hounid e damm kreuñ ive memestra !